Parch

Recycle002.svg
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
O prientiñ ur parch, gant Jost Amman ha Hans Sachs, Frankfurt am Main, Alamagn, 1568

Parch a reer eus un danvez fardet diwar krec'hin al loened a c'heller aozañ evit kaout ur skor da skrivañ pe da livañ warno, pe lakaat ur c'henn froum d'ar binvioù-seniñ dre dosiñ (taboulinoù, etc). [1] Graet e vez kivijerezh ha meginerezh eus an aozañ ar c'hrec'hin a c'hell bezañ e bal prientiñ al lêr ivez. Ur barcherezh (benel) zo ur stal ma ne vez fardet nemet parchoù gant parcherien, met ar parcherezh (gourel) a vez graet eus greanterezh ar prientiñ parchoù.

Kalz a loened o c'hrochen tev a-walc'h a c'hell reiñ an danvez evit prientiñ parchoù, met nebeud anezho a vez anavezet : an deñved, ar givri, an ein, an ejened, ar moc'h, ar c'hezeg, ar c'hirvi hag al leueoù. Bez' ez eus pep a c'her brezhonek arbennik evit o envel : ar maoutken, ar gavrken, an oangen, ar bugen, an hoc'hken, ar marc'hken, ar c'harvken hag al leuegen [2]

  1. Arabat eo droukveskañ parch-où, ar skor, gant parchenn-où (ha parch-où), a zo skritelloù pe skridoù kozh. Gwelit Devri.
  2. Pennad Peau, Geriadur Ménard, 2012.