Evn


Evned

Un alarc'h roueel
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An evned (pe laboused) zo loened mellkeinek pluek hag askellek. Pevar ezel zo dezho, ha daou anezho, anvet an divaskell, a dalv d'an darn vrasañ anezho da nijal. War-dro 25 urzhiad evned zo.

Kanañ pe richanañ a ra an evned peurvuiañ. Darn a ragach pe a c'hragailh (piged).

Evnoniezh a vez graet eus studi an evned. Evneta zo kement ha chaseal evned, hag an evnetaerezh a zo gwelet evel un arz gant tud zo.